Maout

Lakaet enlinenn d’ar 07.03.2025,
daskemmet d’an 12.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Maout, anv gourel.

(Steredouriezh.) Kentañ azon eus an arouezkelc'h, hag a glot ouzh ar prantad eus an 21 a viz Meurzh d’an 19 a viz Ebrel. Heñvelster : Tourz.

Peb isprantad (a glot ivez ouzh un dro glok gant al loar en-dro d'an douar) a voe kevredet gant un arouez : da skouer lamm ar Maout a oa arouez nerzh-pignat an tommder e-pad an amzer-nevez ; nerzh-digemm an Tarv a oa arouez kened an isprantad-etre ; hag ar C'hevelled, ar c'houblad peurvat, a oa arouez lieskementaat an delioù en isprantad diwezhañ. (Carvalho ha Delanoy, 2011:8b)
Ma kemeromp miz kentañ an amzer-nevez, da skouer (miz ar Maout), hemañ a ziskouez nerzh-kreskiñ ar plant o pignat ; miz kentañ an amzer-diskar avat a ziskouez an hevelep nerzh o tiskenn. (Carvalho ha Delanoy, 2011:8b)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Carvalho (de), Olavo ; Delanoy, Ewan (troer) : 2011. « Daouzek miz an arouezkelc’h 1/2 ». Kannadig Imbourc'h, niv. 71, Mae-Mezheven 2011, p. 7-9.