Maen-Forn (ar)

Lakaet enlinenn d’an 22.02.2025,
daskemmet d’an 12.03.2025.

Berradurioù : l. levrenn ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Maen-Forn (ar), anv gourel.

Steredeg Taurus hec'h anv skiantel. Heñvelster : Tarv (an).

Gwelout a raed ar stered an eil disparti diouzh eben pe stok-ha-stok. Stered hag o deus kalz eus ar Vretoned ankounac'haet o anv : ar Sterenn gant an daou Garr-Kamm hag etrezo ar Sarpant, neuze linennoù kamm-jilgamm Kasiopeia, ar Yar gant hec'h Evned bihan, ar Rastell, ar Rod-Arc'hant, ar C'hi bras gant e lagad c'hlas, ar C'hi bihan, ar Maen-Forn, an Daou Vreur Gevell, Kroaz ar C'hreisteiz... Ar planedennoù brudet... (Barr Heol, niv. 31, 1962:18-19)
An Tarv (pe ar Maen-Forn) zo ur pezh steredeg enni 45 steredenn en o zouez Ruzan he liv orañjez, nepell diouzh daou zruilhad: an Ejen, strewet a-walc’h ar stered anezhañ, ha dreist-holl Ar Yar hag hec’h evned (pe ar Yarad Poñsined), hañval evit doare ouzh ur goumoulenn vihan arc’hantet, nemet, pa seller a-dostoc’h e tiforc’her c’hwec’h steredenn vihan. (Seubil-Kernaodour, 1988:18a)

Testenioù

1948 : « ar Maen-forn » (Vallée, 1948:164a, pg. « taureau »). 1992 : « er Maen-Forn » (Guilloux, 1992:T : 2, pg. « taureau »).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.

Kelaouenn

Barr Heol, niv. 31, Mezheven 1962, « Lennegezh Kannadig-Parrez », p. 10-21.

Oberennoù ha pennadoù

  • Guilloux, Gabriel Louis : 1992. Grand dictionnaire français-breton du dialecte de Vannes, l. 3, P-Z. Lesneven : Hor Yezh.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.
  • Vallée, François : 1948. Supplément au Grand dictionnaire français-breton. Ar Baol : Skridou Breizh.