Lev (al)

Lakaet enlinenn d’an 18.02.2025,
daskemmet d’ar 14.03.2025.

Berradurioù : emb. embannadur ; l. levrenn ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger.

Termenadur

Lev (al), anv gourel.

Steredeg Leo hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Leon (al), Morgazh (ar).

Ar Morgazh (al Lev pe Leon) zo ur vras a steredeg hañval ouzh ul leon enni un tregont steredenn bennak; teir anezhe zo gouloù-kenan hag ar Rouanezig a reer eus an hini welevusañ: aes e vo dit kavout ar sterdenn-se pa vo ar Morgazh uhel en oabl (etre miz C’hwevrer ha miz Mezheven) dre dresañ ul linenn adalek rodoù a-dreñv Karr Arzhur dre bavioù arzh Kastell Karr Bras; div wezh gwelevusoc’h eo eget ar Sterenn ha glaswenn he gouloù; bezañ e c’hall bezañ damguzhet gant al loar pe gant planedennoù dre m’emañ war ar c’helc’htrova. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b) [Lenn : « ar C’hastell Karr Bras ».]
Krogom ’ta neuze gant ar rummad steredegi-se:
I) Ar Morgazh (al Lev) hag II) ar Gazeg (ar C’hevelled) hon eus komzet diwar o fenn.
(Seubil-Kernaodour, 1988-b:18a)
Emañ ar Werc’hez war he c’hein a-hed ar c’helc’htrova; emañ he fenn dindan lost al Lev, doare ganti da sellet ouzh KerDudwall. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a) [Lenn : « KerDudwal ».]

Istor

Diwar an henvrezhoneg « Leu », testeniekaet en anv den « Leu(hemel) » (Thomas ha Bevan, 1987:2168k, pg. « llew »).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.
  • Thomas, R. J., Bevan, Gareth A. : 1987. Geiriadur Prifysgol Cymru, l. 2 : G-Llyys. 1 emb. Caerdydd : Gwasg Prifysgol Cymru.