Krug

Lakaet enlinenn d’ar 06.03.2025,
daskemmet d’an 12.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Krug, anv benel.

(Steredouriezh.) Eizhvet azon eus an arouezkelc'h, hag a glot ouzh ar prantad eus an 24 a viz Here d’an 22 a viz Du.

Kreiz an amzer-diskar, da skouer (nerzh digemm o labourat war an elfenn dour), a glote neket hepken gant breinadurezh an delioù war an douar, met ivez gant ar pezh a rae an dud d'ar marevezh-bloaz-se : er marevezh-se e veze dastumet vioù ar yer ha lazhet an anevaled da vezañ debret diwezhatoc'h. Setu perak eo ar miz-mañ, an eizhvet en arouezkelc'h, miz ar Grug, a zo ivez arouez ar c'healioù stag ouzh ar marv, ar c'hemmoù meur, an distrujoù. (Carvalho ha Delanoy, 2011-a:8a)
Ouzhpenn an daelerezh en elfennoù hag er modoù, ez eus ivez ahelioù an arouezioù kontrol : Tourz-Balañs, Tarv-Krug, Gevelled-Saezhataer, Krank-Gavr, Leon-Skuilher-Dour ha Gwerc'hez-Pesked. (Carvalho ha Delanoy, 2011-b:8a)

Testeni

1988 : « Krug » (Seubil-Kernaodour, 1988:17, 19b).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Carvalho (de), Olavo ; Delanoy, Ewan (troer) : 2011-a. « Daouzek miz an arouezkelc’h 1/2 ». Kannadig Imbourc'h, niv. 71, Mae-Mezheven 2011, p. 7-9.
  • Carvalho (de), Olavo ; Delanoy, Ewan (troer) : 2011-b. « Daouzek miz an arouezkelc’h 2/2 ». Kannadig Imbourc'h, niv. 72, Eost-Gwengolo 2011, p. 8-10.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.