Krug (ar G.)
Lakaet enlinenn d’ar 24.02.2025,
daskemmet d’an 12.03.2025.
daskemmet d’an 12.03.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Krug (ar G.), anv benel.
Steredeg Scorpius hec'h anv skiantel.
Dre gas fuzeennoù en Ec'honder eus White Sands, Meksik-Nevez, e voe imbourc'het gwelloc'h an andon skinoù X e steredeg ar Grug. (Ar Bed Keltiek, niv. 91, 1966:192)
Da gentañ penn e oa ar Ventel pavioù a-raok ar Grug. (Seubil-Kernaodour, 1988:20a)
Ar Grug: (lun 9) brav-kaer eo ar steredeg-se nemet re er su emañ evit ma c’hellfed he gwelet en he c’haerañ. (Seubil-Kernaodour, 1988:20b)
E-treuzarbenn emañ ar Grug hag ar Ri en oabl, setu nepred ne vezont gwelet a-gevret. (Seubil-Kernaodour, 1988:20b)
Merkañ a ri:
— ar Mael Ruz (pe Priñs Ruz), ur geursteredenn welevus-tre, arruz he liv hag a zo arabat he c’hammgemer evit ar blanedenn vMeurzh (ruz ivez);
— Daoulagad ar C’hazh, anezhe ur c’houblad steredennoù e lost ar Grug, tost-tre an eil d’egile. (Seubil-Kernaodour, 1988:20b)
Korf ar Gwareger zo peder steredenn a-garrez ouzh e ober; stok ouzh an Hent Gwenn emañ ha war-vetek nebeut gant mentoù Karr Arzhur. Kinklet eo e benn gant ur bluenn ha bantet etrezek ar Grug. (Seubil-Kernaodour, 1988:21b)
Levrlennadur
Kelaouennoù
Ar Bed Keltiek, niv. 91, Gouere 1966.
Oberennoù ha pennadoù
Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.