Kerdudwal
Lakaet enlinenn d’an 20.02.2025,
daskemmet d’ar 24.02.2025.
daskemmet d’ar 24.02.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Kerdudwal, anv benel.
Steredeg Bootes hec'h anv skiantel. Heñvelster : Kerdual.
KerDudwal (pe KerDual) zo anezhi unan eus ar steredegi anavezet abaoe ar muiañ a amzer. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b)
Arc’hanrod zo ur steredeg vihan met kaer, hañval ouzh un taled, en he c’hreiz Klerwi; emañ tri marc’h Karr Arzhur durc’haet etrezek enni en tu-hont da GerDudwal. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22a)
Etre miz Ebrel ha miz Eost emañ KerDudwal hag Arc’hanrod en o hewelañ. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22a)
Emañ ar Werc’hez war he c’hein a-hed ar c’helc’htrova; emañ he fenn dindan lost al Lev, doare ganti da sellet ouzh KerDudwall. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a) [Lenn : « KerDudwal ».]
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.