Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.)

Lakaet enlinenn d’ar 17.02.2025,
daskemmet d’ar 01.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), anv gourel.

Steredeg Ursa Major hec'h anv skiantel, pe lodenn heverkañ anezhi graet gant he seizh steredenn skedusañ. Heñvelsterioù : Arzh (an), Karr (ar C'h.), Karr Arzhur, Karr Bras (ar C'h.), Karrig Kamm (ar C'h.), Karr Kamm (ar C'h.), Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastell ar Seizh Ejen-Arat, Kastell-Karr Bras (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), Kastelodenn (ar G.), Lost Arar (al), Seizh Ejen (ar), Seizh Ejen-Arat (ar), Seizh steredenn an Hanternoz.

Ar C’hon Hemolc’h zo div steredenn anezhe; emaint dindan gouzoug arzh ar C’hastell Karr Kamm Bras; Kaval a reer eus an hini welevusañ dioute. (Seubil-Kernaodour, 1988:19b)

Kenstrolladur

Eus kastell-karr, kamm ha bras.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.