Karrig Kamm (ar C'h.)

Lakaet enlinenn d’ar 01.03.2025.

Berradur : l. levrenn.

Termenadur

Karrig Kamm (ar C'h.), anv gourel.

Steredeg Ursa Major hec'h anv skiantel, pe lodenn heverkañ anezhi graet gant he seizh steredenn skedusañ. Heñvelsterioù : Arzh (an), Karr (ar C'h.), Karr Arzhur, Karr Bras (ar C'h.), Karr Kamm (ar C'h.), Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastell ar Seizh Ejen-Arat, Kastell-Karr Bras (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm (ar C'h.), Kastell-Karr Kamm Bras (ar C'h.), Kastelodenn (ar G.), Lost Arar (al), Seizh Ejen (ar), Seizh Ejen-Arat (ar), Seizh steredenn an Hanternoz.

Neoah, er memb hanù e rant d’er stir èl en dud abil : en Harig kam, er Iarig hag hé fichoned, etc. (Lihereu Brediah er Fé, 1905:268) [Neoazh, ar mem anv a rant d’ar ster evel an dud abil : an C’harrig-Kamm, ar Yarig hag he Fichoned, etc.]

Testenioù

1905 : « en Harig kam » (Lihereu Brediah er Fé, 1905:268). 1984 : « karig-kam » (Guilloux, 1984:C : 8, pg. « chariot »).

Kenstrolladur

Eus ar pennanv karrig hag an adanv kamm.

Levrlennadur

Kelaouenn

Lihereu Brediah er Fé, Du 1905.

Oberennoù ha pennadoù

Guilloux, Gabriel Louis : 1984. Grand dictionnaire français-breton du dialecte de Vannes, l. 1, A-E. Lesneven : Hor Yezh.