Karr Kamm Bihan (ar C'h.)
Lakaet enlinenn d’an 18.02.2025,
daskemmet d’an 02.03.2025.
daskemmet d’an 02.03.2025.
Berradurioù : m. gt. meneget gant ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Karr Kamm Bihan (ar C'h.), anv gourel.
Steredeg Ursa Minor hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Karr Ahez, Karr Bihan (ar C'h.).
Anvit ur steredenneg bennak :karr-kamm bras,ar c'harr-kamm bihan,ar yarig (Skol, niv. 4, 1958:49)
Aze e forc’h daou vrank e lugerne ar C’Harr-kamm-bras ha pelloc’h ar C’Harr-kamm-bihan hag ar Sterenn. (Hemon, 1962:91 m. gt. ar Glev:1654b, pg. « Grande-Ourse »)
Karr Ahez (pe Karr Kamm Bihan) zo damhañval ouzh Karr Arzhur, petra bennak ma’z eo hemañ brasoc’h ha gwelevusoc’h. (Seubil-Kernaodour, 1988:18a)
Testeni
1931 : « karr-kamm bihan » (Vallée, 1931:520b, pg. « ours »).
Kenstrolladur
Eus ar pennanv karr hag an adanvioù kamm ha bihan.
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Reun ar Glev, René Le Gléau ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Kelaouenn
Skol, niv. 4, 1958, « Kentelioù », p. 1-105.
Oberennoù ha pennadoù
- Hemon, Roparz : 1962. Mari Vorgan. Brest : Al Liamm.
- Le Gléau, René : 1987. Dictionnaire classique français breton. Tome IV. Embel - Fileri. Brest : Al Liamm.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Impr. commerciale de Bretagne.