Karr Kamm

Lakaet enlinenn d’an 20.02.2025,
daskemmet d’ar 01.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Karr Kamm, anv gourel.

Karr Kamm Bras pe Karr Kamm Bihan, pa vez kaoz eus an daou.

Gwelout a raed ar stered an eil disparti diouzh eben pe stok-ha-stok. Stered hag o deus kalz eus ar Vretoned ankounac'haet o anv : ar Sterenn gant an daou Garr-Kamm hag etrezo ar Sarpant, neuze linennoù kamm-jilgamm Kasiopeia, ar Yar gant hec'h Evned bihan, ar Rastell, ar Rod-Arc'hant, ar C'hi bras gant e lagad c'hlas, ar C'hi bihan, ar Maen-Forn, an Daou Vreur Gevell, Kroaz ar C'hreisteiz... Ar planedennoù brudet... (Barr Heol, niv. 31, 1962:18-19)
Ken glan ha ma ’z eo an aer er vro-se e weler miliadoù a stered en oabl. Klask a reomp ar re a anavezomp : ar C’harr Kamm bras hag an hini bihan, ar Sterenn, ar Yar-Wenn hag hec’h evned, ar Rastell, Hent Sant Jakez, h.a. (Konan, 1964:265)

Kenstrolladur

Eus ar pennanv karr hag an adanv kamm.

Levrlennadur

Kelaouenn

Barr Heol, niv. 31, Mezheven 1962, « Lennegezh Kannadig-Parrez », p. 10-21.

Oberennoù ha pennadoù

Konan, Jakez : 1964. « Barr-Heol war hentoù ar bed nevez ». Al Liamm, niv. 105, Gouere-Eost 1964, p. 254-270.