Karr Bihan (ar C'h.)
Lakaet enlinenn d’an 18.02.2025,
daskemmet d’ar 01.03.2025.
daskemmet d’ar 01.03.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Karr Bihan (ar C'h.), anv gourel.
Steredeg Ursa Minor hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Karr Ahez, Karr Kamm Bihan (ar C'h.).
Setu penaos e tispleg hon hendadoù perak e cheñch plas penn-ahel an norzh etre ar C’harr Bihan hag an Dragon. (Seubil-Kernaodour, 1988:18a)
Takad arver
Testeniekaet eo e Beuzeg-Konk, Konk-Kerne, ha treuzskrivet eo bet an distagadur « ’C’harr Bi’n » ha « [ˌχaːr ˈbiːn] ». (Bouzec, Goapper ha Souffez, 2017:37).
Kenstrolladur
Eus ar pennanv karr hag an adanv bihan.
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Bouzec, Mona ; Goapper, Jos ; Souffez, Yannick : 2017. Le breton des rives de l’Aven et du Bélon. Lannuon : An Alarc'h embannadurioù.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.