Gwerc'hez

Lakaet enlinenn d’ar 06.03.2025,
daskemmet d’an 12.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Gwerc'hez, anv benel.

(Steredouriezh.) C'hwec'hvet azon eus an arouezkelc'h, hag a glot ouzh ar prantad eus an 23 a viz Eost d’an 22 a viz Gwengolo.

Ouzhpenn an daelerezh en elfennoù hag er modoù, ez eus ivez ahelioù an arouezioù kontrol : Tourz-Balañs, Tarv-Krug, Gevelled-Saezhataer, Krank-Gavr, Leon-Skuilher-Dour ha Gwerc'hez-Pesked. (Carvalho ha Delanoy, 2011:8a)

Testenioù

1957 : « Ar Werc'hes » (Keraod, 1957:87). 1988 : « Gwerc’hez » (Seubil-Kernaodour, 1988:17, 19b).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Carvalho (de), Olavo ; Delanoy, Ewan (troer) : 2011. « Daouzek miz an arouezkelc’h 2/2 ». Kannadig Imbourc'h, niv. 72, Eost-Gwengolo 2011, p. 8-10.
  • Keraod, Perig : 1957. Sturier Bleimor, niv. 4, miz Kerzu 1957, p. 86-87
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.