Gwareger (ar)

Lakaet enlinenn d’ar 26.02.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Gwareger (ar), anv gourel.

Steredeg Sagittarius hec'h anv skiantel.

Ar Gwareger a zo ur steredeg lec’hiet hanter en Hent Gwenn hanter en arouezkelc’h. (Seubil-Kernaodour, 1988:21b)
Korf ar Gwareger zo peder steredenn a-garrez ouzh e ober; stok ouzh an Hent Gwenn emañ ha war-vetek nebeut gant mentoù Karr Arzhur. (Seubil-Kernaodour, 1988:21b)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.