Gouriz ar Ri

Lakaet enlinenn d’an 22.02.2025,
daskemmet d’an 03.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où).

Termenadur

Gouriz ar Ri, anv gourel.

Lodenn eus ar steredeg anvet ar Ri pe ar Roue. Heñvelster : Rastell (ar) [ster 1], Tri Roue (an).

Ar Ri (ar Roue), anvet ivez ar Rastell: ar steredeg dispar-se a c’helli arvestiñ outi etre miz Kerzu ha miz Meurzh. Ne c’hellez ket c’hwitout warni: bezañ emañ ouzh hec’h ober teir steredenn welevus a-steud (war ul linenn) ha tost an eil d’eben [graet e vez anezhe an Tri Roue (anvet ivez Gouriz ar Ri)] ha div steredenn all gwelevus kenañ: — Mabon, arruz, lec’hiet war harzoù an Hent Gwenn, ur geursteredenn anezhi (400 gwezh brasoc’h he zreuzkiz eget hini an heol); — Riwall, arc’hlas, goursteredenn anezhi peogwir ez eo he zreuzkiz 33 gwezh breasoc’h eget hini an heol. (Seubil-Kernaodour, 1988:24b-25a)

Kenstrolladur

Eus ar pennanv gouriz, ar ger-mell an dindan ar furm ar hag an anv Ri.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.