Gevelled

Lakaet enlinenn d’ar 06.03.2025,
daskemmet d’an 12.03.2025.

Berradurioù : l. levrenn ; niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Gevelled, anv lies.

(Steredouriezh.) Trede azon eus an arouezkelc'h, hag a glot ouzh ar prantad eus an 21 a viz Mae d’an 21 a viz Mezheven.

C'hwi a zo eus miz ar C'hevelled ? (Carvalho ha Delanoy, 2011-a:7a)
Peb isprantad (a glot ivez ouzh un dro glok gant al loar en-dro d'an douar) a voe kevredet gant un arouez : da skouer lamm ar Maout a oa arouez nerzh-pignat an tommder e-pad an amzer-nevez ; nerzh-digemm an Tarv a oa arouez kened an isprantad-etre ; hag ar C'hevelled, ar c'houblad peurvat, a oa arouez lieskementaat an delioù en isprantad diwezhañ. (Carvalho ha Delanoy, 2011-a:8b)
Ouzhpenn an daelerezh en elfennoù hag er modoù, ez eus ivez ahelioù an arouezioù kontrol : Tourz-Balañs, Tarv-Krug, Gevelled-Saezhataer, Krank-Gavr, Leon-Skuilher-Dour ha Gwerc'hez-Pesked. (Carvalho ha Delanoy, 2011-b:8a)
Pep miz a c'hall servij ivez da aroueziañ ur rann resis eus ar vuhez d'ur mare bennak : Tourz-ego, Tarv-madoù danvezel, Gevelled-barregezhioù bredel, h.a. (Carvalho ha Delanoy, 2011-b:8a-b)

Testenioù

1988 : « Gevelled » (Seubil-Kernaodour, 1988:17, 19b) ; « gevelled » (Guilloux, 1988:G : 3, pg. « gémeaux »).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Carvalho (de), Olavo ; Delanoy, Ewan (troer) : 2011-a. « Daouzek miz an arouezkelc’h 1/2 ». Kannadig Imbourc'h, niv. 71, Mae-Mezheven 2011, p. 7-9.
  • Carvalho (de), Olavo ; Delanoy, Ewan (troer) : 2011-b. « Daouzek miz an arouezkelc’h 2/2 ». Kannadig Imbourc'h, niv. 72, Eost-Gwengolo 2011, p. 8-10.
  • Guilloux, Gabriel Louis : 1988. Grand dictionnaire français-breton du dialecte de Vannes, l. 2, F-O. Lesneven : Hor Yezh.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.