Eseot

Lakaet enlinenn d’an 20.02.2025,
daskemmet d’an 02.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Eseot, anv benel.

Steredeg Andromeda hec'h anv skiantel. Heñvelster : Andromeda.

Eseot hag a zo he fenn unan eus stered ar c’harrez; a-walc’h eo lec’hiañ an teir steredenn c’houloù a ra un tu eus he c’horf hag unan eus he divhar (eben zo stered amsplann ouzh hec’h ober); ur goabrenn amspis a verzi ivez tost-kichen he glin hantersoublet: ur stergoumoulenn ez eo kenkoulz hag hon Hent Gwenn, enni kantadoù ha kantadoù a viliadoù a heolioù. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:23a-b) [Lenn : « Eseot zo ».]
Marc’h hañval ouzh ur marc’h askellek a vefe graet e askell dric’hornek gant teir steredenn all ar c’harrez (ar bedervet o vezann penn Eseot). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:23b)
E-harz treid Eseot emañ Drestan, ur steredeg eus an Hent Gwenn, enni div steredenn welevus: Ildud ha Gorwenal a argemm al luc’h dioute a-brantadoù. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:23b)
An Tourzh: steredeg amspis-kenan; emañ penn an Tourzh war-vetek nebeut hanter-hent etre EseotMarc’h hag ar Yar hag hec’h evned; hag er penn-se emañ an div steredenn skedusañ eus ar steredeg. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:18a)
Ar Skuiler Dour (pe an Hoc’h) zo ur steredeg amspis hag amsplann a-walc’h. Kavout a ri e benn dre astenn beskellenn ar c’harrez bras a ere penn Eseot ouzh lost ar Marc’h en tu-hont da Eseot. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:21b)
An Eoged zo ur steredeg ledan hag amsplann a laka da soñjal e-barzh daou eog ouzh pep a linenn-besketa ha stag an eil linenn ouzh eben diwar-bouez ur skoulm; kavout a ri ar skoulm-se dre dresañ un eeunenn a dremeno dre troad Eseot (an hini gwelevusañ) ha dre penn an Tourzh (enni div wezh ar pellder etre an div elfenn-se). (Seubil-Kernaodour, 1988-b:22a)
Adalek ar skoulm-se e kavi Meiz, skedus a-walc’h, dindan karrez bras Marc’h, ha Furnez, hañval ouzh un tric’hornig amsplann dindan lez Eseot. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:22a)
Ar Morvil, steredeg strizh hag amsplann, a c’helli gwelet etre Here ha Genver e-barzh un tachad rouez eus an oabl; rannet eo diouzh Eseot gant an Eoged; emañ e vuzell war ul linenn oc’h eren ar Sterenn, penn Eseot hag un tu eus karrez bras Marc’h. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:22b)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.