Erer (an)
Lakaet enlinenn d’an 20.02.2025,
daskemmet d’an 12.03.2025.
daskemmet d’an 12.03.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Erer (an), anv gourel.
Steredeg Aquila hec'h anv skiantel.
An Erer zo ur steredeg vrav-tre a laka da soñjal e-barzh un erer o nijal, dispak e zivaskell gantañ, war arbenn d’an Alarc'h; hañvalout a reont bezañ war-nes kenstekiñ. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22b)
Penn an Erer, derc’houezet gant teir stereenn a-steud zo ur merk dispar e-doug an hañv betek deroù an diskar-amzer. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22b)
Ar Gwareger a zo ur steredeg lec’hiet hanter en Hent Gwenn hanter en arouezkelc’h. Evit kavout anezhi ne’z teus nemet heuliañ lost an Erer. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:21b)
Evit kavout anezhi e vez graet gant teir sterednn penn an Erer a zo durc’haet etrezek lost ar Bouc’h; lost ar Bouc’h zo teir steredenn a-steud ouzh e ober ivez. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:21b)
Testeni
1957 : « An Erer » (Keraod, 1957:87).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Keraod, Perig : 1957. Sturier Bleimor, niv. 4, miz Kerzu 1957, p. 86-87
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.