Daou Vreur Gevell (an)
Lakaet enlinenn d’an 20.02.2025,
daskemmet d’ar 27.02.2025.
daskemmet d’ar 27.02.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Daou Vreur Gevell (an), anv lies.
Steredeg Gemini hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Gevelled (ar C'h.), Kazeg (ar G.).
Gwelout a raed ar stered an eil disparti diouzh eben pe stok-ha-stok. Stered hag o deus kalz eus ar Vretoned ankounac'haet o anv : ar Sterenn gant an daou Garr-Kamm hag etrezo ar Sarpant, neuze linennoù kamm-jilgamm Kasiopeia, ar Yar gant hec'h Evned bihan, ar Rastell, ar Rod-Arc'hant, ar C'hi bras gant e lagad c'hlas, ar C'hi bihan, ar Maen-Forn, an Daou Vreur Gevell, Kroaz ar C'hreisteiz... Ar planedennoù brudet... (Barr Heol, niv. 31, 1962:18-19)
Kenstrolladur
Eus an adanv pegementiñ daou, ar pennanv breur gant ur blotadur hag an adanv gevell.
Levrlennadur
Kelaouenn
Barr Heol, niv. 31, Mezheven 1962, « Lennegezh Kannadig-Parrez », p. 10-21.