Buorzh (ar)

Lakaet enlinenn d’an 02.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Buorzh (ar), anv gourel.

Gronnad digor e steredeg ar Wiz pe ar C'hrank, Præsepe e anv skiantel, M44 e anv e Katalog an nivlennoù-egor hag ar gronnadoù stered gant Charlez Messier, NGC 2632 e Katalog hollek nevez an nivlennoù-egor hag ar gronnadoù stered, ha Cr 189 e katalog Collinder. Heñvelsterioù : Ruskennad (ar), Tarvhed (an).

Testeni

1988 : « Buorzh (ar): Præsepe » (Seubil-Kernaodour, 1988:26a).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.