Arc'hanrod
daskemmet d’an 29.03.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb stumm etrebroadel.
Termenadur
Arc'hanrod, anv benel.
Steredeg Corona Borealis hec'h anv skiantel. Heñvelster : Rod-Arc'hant (ar).
Arc’hanrod zo ur steredeg vihan met kaer, hañval ouzh un taled, en he c’hreiz Klerwi; emañ tri marc’h Karr Arzhur durc’haet etrezek enni en tu-hont da GerDudwal. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22a)
Etre miz Ebrel ha miz Eost emañ KerDudwal hag Arc’hanrod en o hewelañ. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22a)
Evit kavout anezhi, klask dindan ar C’heur ur steredenn skedus a ra kern penn tric’hornek Peredur; merk an daou goublad stered a ra e zivskoaz ha tres e bezh korf hirgarrezek hag e vrec’h kleiz krog e penn a-raok an naer (a zo e benn dindan Arc’hanrod); krog eo e vrec’h dehoù e lost an naer ha Maen ar Binvidigezh a anver ar steredenn a zo e beg al lost. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20b)
Anvadurezh
Anv ur penn eus gwengelouriezh Preden eo Arc'hanrod, pe Arianrhod diouzh hec'h anv kembraek. Meur a abeg a c'hall displegañ ez eo bet heñvelekaet ar Rod-Arc'hant outi : talvezout a ra an anv Arianrhod, hag e stumm brezhonek Arc'hanrod, « rod arc'hant » ; an elfennoù « rod » hag « arc'hant » a verzer aes e Arc'hanrod ; an anv Arc'hanrod a zo heñvel e zistagadur ha damheñvel dre srid ouzh « Arc'hantrod » ; Arc'hanrod, pe Arianrhod, en em gav e-barzh anv kembraek ar steredeg, Caer Arianrhod. Talvezout a ra Caer Arianrhod, bet brezhonekaet e « Ker Arc'hanrod » (Keraod, 1957:87), « Kastell Arc'hanrod » e gwirionez.
Istor
1931 : « Arc’hantrod », kozh (Vallée, 1931:164a, pg. « couronne »), gant an elfenn arc'hant rakgeriet ouzh ar pennanv rod pe diwar ar c'hembraeg Arianrhod.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
- Keraod, Perig : 1957. Sturier Bleimor, niv. 4, miz Kerzu 1957, p. 86-87
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Impr. commerciale de Bretagne.