legumaj

Lakaet enlinenn d’an 09.12.2021,
daskemmet d’an 18.07.2023.

Berradurioù : bl. bloavezh ; emb. gt. embannet gant ; h. a. hag all ; kef. kefebad(où) ; m. gt. meneget gant ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger ; rumm. rummenn ; s. o. sellet ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

legumaj, -où, pennanv lies.

[An dibenn-ger -où a dalvez da resisaat ez eus kaoz eus meur a spesad.]

  1. Plant hag a ya rann pe rann anezho (frouezh, bleuñv, delioù, gwrizioù, korzenn h. a.) d’ober meuzioù.
    Pe c’hoazh ober gant al legumaj anvet « endives », a zo tost-kenañ d’ar chikore. Evel ouzoc’h, al legumaj-se, disgwriziennet ha lakaet da greskiñ en deñvalijenn, en diskar-amzer, a ra an delioù gwenn a vez ken prizet gant an dud. (Arvor, niv. 107, 1943:1d)

    hadañ, plantañ, c'hwennat, douarañ, kempenn legumaj.

    Ouspen se, var ar guiscad douar-ze e c’halfet hada legumach, euz al legumach a zao buhan, evel var ar c’houchou, pe euz ar re a vez tennet da asplan­ta. (Feiz ha Breiz, niv. 209, 1869:421a)
    Mar o c’heuz c’hoant a c’hellit zoken d’an nevez-amzer, teila ha trei an douar-ze evit hada patatez ha legumachou all ; a dra-zur ar melchoun a dle beza peuret striz en arok gant al loëned. (Guédés, 1910:2e)
    Guelazé d’er ré hag en des un tammig doar pé liorh, léh ma hellant hadein legumaj aveité hag o ziegeh. (Herrieu, 1942:2d)
    Dre ze, aliez e teue al laër d’al legumach en doa plantet en e liorz. (Orain, 1904:84b)
    Laket a vezo etre daouarn peb unan eur som arc’hant hag eur c’hornad douar e-lec’h ma c’hellint laoburat, hada ha planta legumach evid o ezom. (Ar Bobl, niv. 103, 1906:3b)
    Gueharal, doh pep ti, e oé staget ul liorh léh ma vezé hadet ha plantet legumaj, lezeu, gué fréh ha boketeu eùé, mar a huéh. (Dihunamb, niv. 31, 1908:118)
    goude a guntunuo da zoned, ar pez na c’heller lavaret evit an traou-all, dreist-holl al legumach ; ar re-mañ a renk beza c’hoennet, douaret ha kempennet a benn kavet anezo ha c’hoaz a renket lakat anezo en douar mad ha roi kalz tremp d’ezo. (An Tiek Koz, 1914:2e)

    paotr al legumaj.

    Evelse Paotred ar jardinou hag al legumaj, tro dro da Baris, na fell mui d’ezo klevet hano euz ludu all ebet evit o frouez hag o legumaj. (Kannad Arvor, niv. 2949, 1936:2f)

    jardin, liorzh, parkad legumaj.

    An douarou euz peb ker a zo rannet pe klasset hervez ar pez a zougont : douar labour ordinal ; foenneier pe prajeier ; verjezou ; koajou ; lanneier, paludou pe douar vag ; meingleuziou ; lennou ha feunteuniou ; liorzou pe jardinou legumach ; jardinou fleur ha tachennou glaz da gaeraat ar maneriou, etc. (Kannad Arvor, niv. 1594, 1910:1k)
    Kendalc'homp, ha gwelomp pegement eo bet prizachet ferm an hectar evit peb seurt douarou […] :
    […] Liorzou pe jardinou ha parkajou legumach. — 97 lur er Finister ; 103 er C’hot-du-Nord ; 208 enn Ille-et-Vilaine ; 71 er Morbihan.
    (Kannad Arvor, niv. 1594, 1910:1k)

    dindan legumaj.

    Eul loden eus ho douar so dindan ed, eul loden all dindan guinien, eun trede loden dindan legumach , hag eur bedervet dindan beuri. (Feiz ha Breiz, niv. 57, 1866:35b)
    Ma fell d’hoc’h c’hoaz gouzout pegement foncier en defe ar perc’henn da baea dre hectar var he zouarou, er Finister, hervez an diazez a hanver « im­pôt sur le revenu », a-istribill etre ar Gampr hag ar Sénat, setu ama, evit lodenn ar c’houarnamant hebken, klevit mad :
    […] 0 fr. 61 dre hectar didan lann pe bruk ha douar vag ; 3 fr. 10 didan legumach.
    (Kannad Arvor, niv. 1594, 1910:1k)
    E karteriou a zo a ziminuer koulskoude da ober implij eus al lann, dre ma lakeer an holl douarou dindan ed, foen pe legumach (An Tiek Koz, 1914:2e)

    had, greun legumaj.

    E ty ar Gall, e ru Vras, er bureo butun no 8, e caver hadjou mad a fresk, had légumach ag had evit ar chatal, recommandet surtout evit ar bettérabes mélen hir, ag had pané eus ar Forest. (Kannad Arvor, niv. 1371, 1906:4a, niv. 1372, 1906:4g, niv. 1373, 1906:4f)
    E ti an aotr. Caroff, e Brest, er Ru-Vras, no 8, er bureau butun, e kaver hadjou euz ar c’henta kalite : had legumach ag had evit ar chatal, boetrabez hir melen, ag had panez eus ar Forest. (Kannad Arvor, niv. 1413, 1907:4h, niv. 1414, 1907:4k, niv. 1415, 1907:4f)
    C’houi, a lavarer d’in, a gemenn deomp labourat a zevri evit kaout chatal, greun legumaj ar muia ma c’hellimp. (Kannad Arvor, niv. 3231, 1941:1f)

    legumaj, legumajoù prim.

    An douar labour a zo aman dindan legumach prim hag a ve feurmet ker braz (Ar Bobl, niv. 103, 1906:3b)
    E parreziou Plougerne, Laniliz ha Sant-Pabu e kaver un douar melen, munut, poultrennek, an hevelep hini hag a gaver e Roskov, e Kastell-Paol ha war aodoù Bro-Dreger, e-lec’h ma kresk al legumajoù prim ken brudet. (Arvor, niv. 84, 1942:3b)

    un tamm legumaj.

    Setu ive ar mare da lakat eun tamm legumaj benag evit an dud. (Kannad Arvor, niv. 2620, 1930:1d)

    [Dirak ar ger-mell amstrizh.] Tamm legumaj.

    E leac’h mar en deuz eur c’hornadik douar, hag enn-han palatez pe eun distera legumach, n’hen dilezo ket enn eun taol : diegi en devezo o freuza he liorz araok ma deuio ar poent da denna ar patatez ha da zastum an traou all. (Kannad Arvor, niv. 1742, 1913:1g)

    Plantenn legumaj. Plantenn hag a ya rann pe rann anezhi (frouezh, bleuñv, delioù, gwrizioù, korzenn h. k. z.) d’ober meuzioù.

    Pourchasomp had a beb seurt, pe blantennou legumaj evit an hanv hag ar goanv. (Kannad Arvor, niv. 3314, 1943:1f)
  2. (Ent strizh.) Rannoù eus ar plant-se (frouezh, bleuñv, delioù, gwrizioù, korzenn, h. a.) hag a implijer d’ober meuzioù.
    Paotred an Y.K.A.M. a zo tremenet dre holl garterioù ar barrez evit dastum legumaj evit ar re baour. (Arvor, niv. 102, 1942:3b)

    tennañ, dastum, kutuilh, eostiñ, gwerzhañ, diaozañ, dibluskañ, peliat, kempenn, poazhañ, frikañ, silañ, debriñ legumaj, legumajoù.

    Peizanted mem bredér, ne zilézet ket hou liorheu ha kanpennet ind endro. […]
    El légumaj e denneét anehé, er frèh mat e helleèt lakat enné, er guren e lakeèt ér horn kaeran, é ruchenneu mod neùé, hou tigollou a hou poén hag e hrei plijadur d’hou tiad abéh.
    (Dihunamb, niv. 31, 1908:118)
    Al legumajou (irvin, betrabez, rutabaga) a zo bet dastumet fall, ken gleb ma c’hint e voint diez da viret pell (Gwillerm, 1910:2b)
    Pinvidik mor e oa ar beg-douar-ze, gwechall, dre genwerz ar pesked dizec’het ; rivinet eo bet gand ar gwall-amzer hag ar brezel, met, en deiz a hizio, e teu adarre d’en em zevel, dre ar pesked hag al legumach d’en em viret a zastumont bep bloaz. (Feiz ha Breiz, 67vet bl., niv. 7, 1931:268)
    Dastumomp piz ar greun, al legumaj a beb suert; na vo morse na re, na siouas aoualc’h evit an holl. (Kannad Arvor, niv. 3233, 1941:1f)
    He vam a ioa er park o cutuil legumach. (Morvan, 1870:258b)
    Gouzout a rit e eoster legumachou a bep seurt er c’horn-ze euz hon departamant, ha da Vro-Zaoz eo a gaser an darn vuia anezho. (Kannad Arvor, niv. 1350, 1905:1d)
    Me garehé komans diskein d’er ré ne houiant ket hadein hag estein el légumaj kumunan. (Dihunamb, niv. 31, 1908:119)
    Diaozein pé kampen e hre er légumaj, golhein e hrè en treu goudé pred. (Herrieu, 1922:91)
    ha Nenn en o zouez, o labourat. N’eo ket o labourat evel ar re all, o takonañ, o wriat, o peilhat legumajoù a-hed an deiz, nann, re bell e oa chomet o vevañ e giz maouezed all, pa oa enni galloud awalc’h da grouiñ traoù dic’hortoz (Gwalarn, niv. 154-155, 1942:581-582)
    Discleria a reas d’ar Pap penauz en doa great he gannad , ha goude beza resevet he vennoz digant an Tad Santel ez eaz adarre d’he gouent a Berouz da voalc’hi ar scudellou ha da gempen legumach. (Morvan, 1873:293a)
    Al legumajoù a vezo kempennet ha lakaet er pod gant an dour. (Jonkour, 1942:4a)
    Lakit eun tamm kaër a amann da deuzi ha da rouza, eun nebeudig ; lakit ebarz, an tammou kig, hag eur banne eus an dour a zo bet o poazat al legumaj (Feiz ha Breiz, 69vet bl., niv. 7, 1933)
    Pa vezo poaz al legumaj, o frikoc’h evit o sila hag e talc’hoc’h an dour diwarno. (Feiz ha Breiz, 69vet bl., niv. 7, 1933)
    Aoza ri, a hent-all: karotez, irvin, ognon; o lakât a ri en eur gastolorenn gand eur werennad, sun-kig hag eur werennad soubenn vat; pa vezo poaz mat al legumat-ze, e c’helli o sila a-raok o zeurel war ar plad. (Feiz ha Breiz, 69vet bl., niv. 6, 1933)
    Mad eo dibri leaz ha legumach. (Ar Bobl, niv. 166, 1907:2d)
    Ar c’hlenvejou a zo stag ouz al legumachou a zrebomp ; mont a reont gant an dour a gouez var an douar d’ar punsou ha d’ar feunteuniou. (Feiz ha Breiz, 13vet bl., niv. 2, 1912:59)

    Delienn legumaj.

    neuse e zea er c’horniou tro, e kichen an tiez, evit clask eun dra bennac heno hag a elje da zebri, pe eur frouezen hanter vrein, pe eun deillen legumach pe eun tam plusc pe groc’hen (Ar Gernevez, 1874:60b)

    marc'had al legumaj, kenwerzh legumaj.

    Eur c'helou mad a gasomp dre ar C’hourrier d’an oll baysanted divardro Kastel, hag a laka legumach en ho douarou : dizale e vo great, evit marc’had al legumach, reolennou nevez hag a lakaio, esperout a reomp, etre marc’hadourien ha paysanted muioc’h a lealded hag a unvaniez. (Kannad Arvor, niv. 1766, 1913:3d)
    Ar varc’hadourien o deuz guelet, gant displijadur, oa tamallet darn anezho da veza disleal en ho c’hommers. Setu m’ho deuz sonjet en om glevet ive, diouz ho zu, da velet penaoz diskar ar vrud fall-ze, ha miret na vije mui iviziken a drubarderez e marc’had al legumach. (Kannad Arvor, niv. 1766, 1913:3e)
    Eur pôtr a zoare a oa anezan; e vamm a oa eun intanvez paour a-walc’h gant eun tammig kemwerz « legumaj » hepken evid en em denna. (Feiz ha Breiz, 64vet bl., niv. 1, 1928:13)

    paotr al legumaj.

    Ar ru el leac’h e oa o chom, a vije sioul peurvuia, droistoll goude kreizdeiz, pa vije tremenet merc’hed al leaz ha potred al legumach. (Ar Floc'h, 1910:1d)
    An oll a c’hoar mad e vezo red-dizale poueza an artichaot dre gant lur er geur abars dont d’ar marc’had ; a kement-se zo red evit mad potred ar legumach ha mad ar varc’hadourien leal. (Kannad Arvor, niv. 1743, 1913:3k)

    marc'hadour, marc'hadourez legumaj, legumajoù.

    Ann amzer so cri, autrou Robert, a levere, eun devez da eur soudart coz, ann intron Lavie bet marc’hadourez legumaijou en he amzer. (Feiz ha Breiz, 3de rummad, niv. 82, 1878:247a)
    Ar Morvan, marc’hadour legumachou e Kastell, en doa esaet kaout daou eost patatez ar bloa-ma. (Ar Bobl, niv. 8, 1904:3a)
    Eur plac’h chomet dizane c’hoaz a zo antreet an de all en ti an Itron Ar Roue, marc’hadourez legumach, hag he deuz great kemend a drouz hag insultet anei kemend, ma oa bet red d’ei mond da goach da di eun amezegez. (Ar Bobl, niv. 92, 1906:3b)
    Per Robert oajet a 43 vloaz, marc’hadour frouez ha legumach e Issy, e-kichenn Paris, a wall-gase kement he c’hreg ma reaz hou-man he zonj d’hen dilezel, da viz ebrel varlene, evit en em denn e ti be mamm, beo c’hoaz. (Kannad Arvor, niv. 1446, 1907:1e)

    drailherez legumaj.

    Da droc’hi ha da zastum an eost en ber-amzer hon deuz medi-lianmerezed ; d’he zorna hon deuz dornerezed dre gezek ha hirio zoken dre dan. Kalz all, egiz falc’herezed hag eosterezed foën ; pillerezed-lann ha pressouerou ; mekanikou dienna leaz ha draillerezed legumach kri ha poaz, etc. (Ar C'hrenn, 1914:2k-d)

    bouilhoñs, podad legumaj.

    Bouilhonz legumach. – Lavaret a zo bet grêt hano c’hoaz, e Feiz ha Breiz, diwarbenn an doare d’en em gemeret evit ober ar bouilhonz-ze : an holl lugumachou, nemed ar c’haol, a zo mat d’hen ober. (Feiz ha Breiz, 57vet bl., niv. 15, 1920:435)
    Podad legumaj an nevez-amzer. (An Tieg, 1975:21, m. gt Ar Glev, 1989:2088, pg. légumes)

    legumaj kriz, poazh, drailhet, silet.

    Lakat an traou-ze da virvi var an tan epad div heur bennag. Goudeze silit ar zouben en eur veska al legumach poaz var ar zil. (Feiz ha Breiz, 13vet bl., niv. 12, 1912:376)
    Al legumach poaz a zo gwelloc’h hag easoc’h da ober kemeskachou evit na zeo ar legumach kri, setu perag e kalz plasou a ve poazet al legumach, mez ar boued poazet a zo mizus abalamour d’ar c’heuneut. (An Tiek Koz, 1913:2e)
    Ar c’hemeskachou a zeblant beza ar gwella evito, rag-se ar plouz kaleta bet kemesket ha lakeat da c’hoï epad eun devez pe zaou asamblez gant legumach draillet a vezo digemeret gant ar loened gant plijadur (An Tiek Koz, 1913:2e)
    Fritadenn gig-yar gant legumaj silet (Feiz ha Breiz, 69vet bl., niv. 6, 1933)

    pladad, skudellad legumaj.

    Eun dervez m’en doa Jacob lakeat poaza evithan eur pladad legumach, Esaü a erruas en ti, bet o chasseal. « Ro dinn ar pladad legumach-se, emezhan d’he vreur ; rac dare oun da vervel gant an naoun. » (Morvan, 1886:22)
    E binijennou a oa kalet ; yun a rea bemdez nemed da zul ; epad ar c’horaïz ne zebre nemed eur skudellad legumach bemdez ; evit donvât e skianchou e vire outo tanva traou hag a oa dibec’h awalc’h o c’hemeret. (Perrot, 1911:102)

    un tamm(ig) legumaj, un tamm legumaj (bennak).

    Eun ti so savet eno , hag eur vanden labourerien a ia da jom di evit iac’hat ar c’harter divar goust ho iec’het ho unan, hag al labourerien-ze ne c’houlennont evit ho foan nemet eun tam bara, eun tam legumach bennag hag eur banne dour. (Feiz ha Breiz, niv. 185, 1868:226a)
    Allo! e kreiz hon labouriou tenn, eun tamik legumaj ha boued aozet mad (Kannad Arvor, niv. 2723, 1932:1d)

    ur pezh, un tamm legumaj.

    ur pezh legumaj (Ar Glev, 1989:2088, pg. légumes)
    Na meuz komzet d’eoc’h nemed deuz an avalou, mez eun tam legumach, an avalou-douar ha tout an holl draou a vez tennet er feson-ze deuz gouk al loened. (Ar Bobl, niv. 110, 1906:3a)

    [Dirak ar ger-mell amstrizh.] Tamm legumaj.

    Va mestr ne gemer d’he bred nemet eur banne leaz hag eun tam pinochez pe eul legumach-all bennak. (Feiz ha Breiz, niv. 456, 1873:305a)
    d’er gouilieu bras é tèbré un tam pesked pe ul légumaj benak. (Larboulet, 1907:288)

Evezhiadennoù :

  1. Evit troiennoù all, s. o. eil embannadur ar geriadur brezhoneg unyezhek emb. gt. An Here (Menard ha Kadored, 2001).
  2. An unanderenn legumajenn a hañval bezañ bet krouet dre fazi. Meneget eo hep skouer e-barzh Geriadur istorel ar brezhoneg (Hemon, 1996:1747). Implijet eo bet gant an aozer en un droidigezh e-lec'h an droienn voas « plantenn legumaj » neoazh :
    Hag an askol hag al linad a rae goap :
    « Eus pelec’h emañ o tont ? Moarvat n’eo nemet eul legumajenn ! » a lavare an askol gant dismeg.
    (Andersen ha Hemon, 1937:45)

Gerdarzh

Eus -legum- hag al lostger -aj, diwar ar c'hrennc'halleg lesgum hag al latin legumen (Deshayes, 2003).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Reun ar Glev, René Le Gléau ; Yann-Vari Perrot, Jean-Marie Perrot.

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Kazetennoù ha kelaouennoù

  • Ar Bobl
    • niv. 8, 12 a viz Du 1904, « Kastell-Paol », p. 3.
    • niv. 92, 23 a viz Mezheven 1906, « Louargat », p. 3.
    • niv. 103, 8 a viz Gwengolo 1906, « Leon. Kastell-Pol », p. 3.
    • niv. 166, 30 a viz Du 1907, « Medisinërez nevez (Kendalc’h) », p. 2.
    • niv. 110, 3 a viz Du 1906, « Kaozeadennou. Var al labour-douar hag ar pez a zell outan », p. 2-3.
  • Arvor
    • niv. 84, 16 a viz Eost 1942, « Aberiou Bro-Leon », p. 1, 3.
    • niv. 102, 20 a viz Kerzu 1942, « Keleier ar Vro », p. 3.
    • niv. 107, 31 a viz Genver 1943, « Traoù munut evit ar vestrez tiegezh : Ar sukr hag ar c’hafe », p. 1, 2.
  • Dihunamb, niv. 31, Genver 1908, « Labour-doar. El Liorh », p. 118-119.
  • Feiz ha Breiz
    • niv. 57, 3 a viz Meurzh 1866, « Kemper, 3 Meurs 1866 », p. 33-35.
    • niv. 185, 15 a viz Eost 1868, « Belley », p. 226.
    • niv. 209, 30 a viz Genver 1869, « Kemper, 30 Genver 1869 », p. 418-421.
    • niv. 456, 25 a viz Here 1873, « An danvez ne roont ket an eürusdet. », p. 305.
    • 3de rummad, niv. 82, 28 a viz Gwengolo 1878, « Ar butun hag ar banne », p. 247-248.
    • 13vet bl., niv. 2, C'hwevrer 1912, « An douar hag ar c’hlenvejou », p. 59-60.
    • 13vet bl., niv. 12, Kerzu 1912, « Kuzuliou », p. 375-376.
    • 57vet bl., niv. 15, Gwengolo 1920, « Evaj an dud klanv », p. 435-436.
    • 64vet bl., niv. 1, Genver 1928, « Ar zantig du », p. 11-20.
    • 67vet bl., niv. 7, Gouere 1931, « Llstri breizat kizellet er vein », p. 266-272.
    • 69vet bl., niv. 6, Mezheven 1933, « Kuzuliou ar geginerez », p. 233.
    • 69vet bl., niv. 7, Gouere 1933, « Kuzuliou ar geginerez », p. 286.
  • Gwalarn, niv. 154-155, Du-Kerzu 1942, « Nenn », p. 581-583.
  • Le Courrier du Finistère
    • niv. 1350, 25 a viz Du 1905, « Darvoud skrijuz. 120 den beuzet » p. 1.
    • niv. 1371, 21 a viz Ebrel 1906 ; niv. 1372, 28 a viz Ebrel 1906 ; niv. 1373, 5 a viz Mae 1906.
    • niv. 1413, 9 a viz C'hwevrer 1907 ; niv. 1414, 16 a viz C’hwevrer 1907 ; niv. 1415, 23 a viz C'hwevrer 1907.
    • niv. 1446, 29 a viz Gwengolo 1907, « Eun tad dinatur », p. 1.
    • niv. 1594, 6 a viz Eost 1910, « An douarou hag an diazez taillou », p. 1.
    • niv. 1742, 7 a viz Mezheven 1913, « Ar zervicherien hag an devezourien var ar meaz. Pevare pennad », p. 1.
    • niv. 1743, 14 a viz Mezheven 1913, « Saint-Pol-de-Léon. Marc’had ar legumach », p. 3.
    • niv. 1766, 22 a viz Du 1913, « Reolennou nevez evit marc’had al legumach », p. 3.
    • niv. 2620, 3 a viz Mae 1930, « Al labour douar », p. 1.
    • niv. 2723, 13 a viz C’hwevrer 1932, « Al labour douar », p. 1.
    • niv. 2949, 4 a viz Ebrel 1936, « Al labour douar », p. 2.
    • niv. 3231, 30 a viz Eost 1941, « Al labour douar », p. 1.
    • niv. 3233, 13 a viz Gwengolo 1941, « Al labour douar », p. 1.
    • niv. 3314, 10 a viz Ebrel 1943, « Labour kristen », p. 1.

Oberennoù ha pennadoù

  • Andersen, Hans Christian ; Hemon, Roparz (troer) : 1937. « Marvailhou Andersen ». Gwalarn, niv. 106-107, Gwengolo-Here 1937.
  • An Tieg, Soaz : 1975. Barr-Heol war ar gegin hag an daol. Lannuon : Barr-Heol.
  • An Tiek Koz : 1913. « Labour-douar. Ar boued loened ». Ar Bobl, niv. 467, 29 a viz Du 1913. P. 2-3.
  • An Tiek Koz : 1914. « Labour-douar. Al lann ». Ar Bobl, niv. 478, 14 a viz C'hwevrer 1914. P. 2.
  • Ar C'hrenn, Iann-Fransez : 1914. « Ar benviou nevez. I. — Ar vederez ». Ar Bobl, niv. 476, 31 a viz Genver 1914. P. 2
  • Ar Floc'h, Loeiz : 1910. « Avanturiou an aotrou Skrabelaou ». Ar Bobl, niv. 295, 20 a viz Eost 1910. P. 1
  • Ar Gernevez, Ian : 1874. « Buez burzuduz ar paour Beneat Joseph Labr, pelerin ». Feiz ha Breiz, niv. 478, 28 a viz Meurzh 1874. P. 59-61.
  • Deshayes, Albert : 2003. Dictionnaire étymologique du breton. Douarnenez : Chasse-Marée.
  • Guédés, Per : 1910. « Labour-douar. Penaoz hada an douarou ? ». Ar Bobl, niv. 277, 16 a viz Ebrel 1910. P. 2.
  • Gwillerm : 1910. « Labour-douar. Stad al labourërez war ar meaz ». Ar Bobl, niv. 311, 10 a viz Kerzu 1910. P. 2.
  • Hemon, Roparz : 1996. Geriadur istorel ar brezhoneg. Eil embannadur – Dictionnaire historique du breton. Seconde édition – Rann 282. Lardus - Lisenn. Ploveilh : Preder.
  • Herrieu, Loeiz : 1922. « Memé Fanchon (Kandalh) ». Dihunamb, niv. 127, Genver 1922. P. 90-92.
  • Herrieu, Loeiz : 1942. « Ur blantenn hag a dalv ». Arvor, niv. 60, 1 a viz Meurzh 1942. P. 2.
  • Jonkour, Soaik : 1942. « Ur soubenn vat dreist ». Arvor, niv. 94, 25 a viz Here 1942. P. 4.
  • Larboulet, J.-M. : 1907. Buhé er Sent eit pep dé ag er blé. Gwened : Mollereh Galles.
  • Le Gléau, René : 1989. Dictionnaire classique français breton. Tome VI. Impunité - Marche. Brest : Al Liamm.
  • Menard, Martial ; Kadored, Iwan (renerien) : 2001. Geriadur brezhoneg. Plougastell-Daoulaz : An Here.
  • Morvan, Goulven : 1870. « Chin ». Feiz ha Breiz, niv. 294, 17 a viz Gwengolo 1870. P. 258-259.
  • Morvan, Goulven (troer) : 1886. Histor an Testamant Coz hag an Testamant Nevez discouezed sclear dre imachou ha lakeat e brezounec Leon. Kemper : J. Salaun.
  • Morvan, Goulven : 1873. « Cannad ar Pab ». Feiz ha Breiz, niv. 454, 11 a viz Here 1873. P. 292-293.
  • Orain, Adolf : 1904. « Kontaden an hini goz varo ». Ar Vro, bl. 1, rumm. 7, Gwengolo 1904. P. 84-85.
  • Perrot, Jean-Marie : 1911. Buez ar Zent. Montroulez : Le Goaziou.