glasteriñ

Lakaet enlinenn d’ar 06.12.2021.

Berradurioù : niv. nivere(nn) ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

glasteriñ, verb antrazeat ha dic'hour.

  1. Verb antrazeat. Dont da vezañ glas diwar ar c'hlorofil a zo en organoù ar blantenn pe ar plant. Heñvelsterioù : glasaat, glazañ.
    1. (Diwar-benn ar meteier naturel.) Dont da vezañ glas gant ar plant a zo eno.
      Neuze traoniennou Kerne a c’hlastero eur vech c’hoaz; neuze hor c’halounou, sarret hirio en bor c’hreiz, a zigoro c’hoaz gant bleun an ed hag ar guez evit punsa ar gliz a ro iec’hed ha joausted. (Nedelec, 1876:256b)
      En dro deomp pep tra a deu da nevezi, an douar da c’hlasteri, ar guez d’en em c’helei a vleun hag a zeliou, al labouset da gana pep hini e he iez eur c’hantik a anaoudegez vad d’an Hini hen deuz roet dezhan plun ha liou ken kaer ! (Kannadik ar Barrez – Gwitalmeze, 1918:329)
    2. (Diwar-benn ar gwez.) Dont da vezañ glas gant e zelioù o kreskiñ pe oc'h adkreskiñ.
      Abaoe un nebeut sizhunioù o doa glasteret ar gwez tilh bras a vevenne moger uhel an domani ; adreñv al letonennoù splann e c'houweled gorre lufr ur stank. (Olier, 1958:358)
  2. Verb dic'hour. [Ar plant eo ar rener a-fed ster.] Dont da vezañ glas.
    Glasterañ ' ra endeo ! (Hölderlin hag ar Berr, 1958:362)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv glaster hag an dibenn verb -iñ.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Alan E. ar Berr, Alain Le Berre.

Oberennoù ha pennadoù

Kannadik ar Barrez – Gwitalmeze, niv. 185, Mae 1918. « Miz Mae, miz Mari », p. 329-330.

Oberennoù ha pennadoù

  • Hölderlin, Friederich, Le Berre, Alain (troer) : 1970. « Friederich Holderlin (1770-1843). Un Teskad Skridoù ». Al Liamm, niv. 142, 1970. P. 355-362.
  • Nedelec : 1876. « Eun oferen hanter noz er blavez 93 ». Feiz ha Breiz, 2l rumm, niv. 32, 30 a viz Gwengolo 1876. P. 256.
  • Olier, Youenn : 1958. « Arnev ». Al Liamm, niv. 70, Gwengolo-Here 1958. P. 354-377.