disanailhañ

Lakaet enlinenn d’an 22.06.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

disanailhañ, verb antrazeat.

Ermaeziañ ar pezh a zo bet sanailhet.

Hag ar re goz eveldoc’h a zo sanailhet eur bern traou en o spered : red e vezo dezo dizanailha, hag evelse a bouez ober pep hini hervez e c’halloud, oc’h en em glevet, e teuimp abenn da ober eun dra bennak :
Ar re goz a zizanailho
Ar vugale a zastumo
Ha Barzaz-Bro-Leon ’n em chraïo !
(Perrot, 1906)

Gerdarzh

Diwar ar verb sanailhañ hag ar rakger lemel di-.

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Vari Perrot, Jean-Marie Perrot.

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Oberennoù ha pennadoù

Perrot, Jean-Marie : 1906. « Barzaz Bro-Leon ». Le Courrier du Finistère, niv. 1378, Sadorn 9 a viz Mezheven 1906, p. 1.