bratellañ

Lakaet enlinenn d’ar 16.06.2020,
daskemmet d’an 19.11.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger(ioù) ; r. gt. resisaet gant ; s. o. sellet ouzh ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

bratellañ, verb trazeat eeun.

  1. Lakaat unan bennak da grediñ traoù faos en ur gemer tro eus ar fiziañs en deus evit an-unan. Heñvelsterioù : desev, touellañ.
    Hogen ar renkad vicherour he deus ezhomm a unvaniezh ha n’eo ket a zisranniezh. N’eus dezhi gwashoc’h enebourion eget an treuzvarnioù hag ar brizhkredennoù barbar ledet gant he gelenion e-touez ar yoc’hoù bratellet. (Lenin, 1914 ; troet en Emsav, niv. 39, 1970, p. 91)
  2. Ober a-enep an emouestlad pe an dlead an-unan e-keñver unan bennak pe un dra bennak.
    1. (Anv a zo eus ar vuhez kevredigezhel.) Heñvelsterioù : touellañ, traisañ, trubardiñ, yudaziñ.
      • Bratellañ unan bennak.
        Ha p' en defe c'hoant ne c'hello mui gouarnamant Dulenn mont gant un hent dizalc'h diouzh hini Breizh-Veur pe ar C'henvarc'had. C'hoarvezet eo an dra-se en abeg ma 'z eo bet hor politikerien ken laosk ha m' o deus bratellet ar bobl : netra a gement zo c'hoarvezet abaoe 1962 n' en deus disteraet an arguzennoù hor boa displeget neuze a-zivout hon emezeladur d' ar C'henvarc'had. (Heusaff, 1967:122)
        Bugeaud a lavare : « Hon holl bennoù o deus bet morc’hedoù a vezañ hon servijet ha damyouloù d’hon bratellat. Kement-se zo e natur an traoù. Na vezomp na re fizius na re veizik ». (Emsav, niv. 94, 1974)
        Gouez da Dutourd e vez bratellet ar werin gant politikerion ar renadoù daeliek, hogen an dispac’hioù zo prantadoù brientek ma kas-hi d’ar galloud tud dreistordinal he lak da c’houzañv kalz marteze, met n’he zrubardont ket. (An Nestour, 1977)
      • Bratellañ un dra bennak.
        Nep luskad eta a glask kempenn kudenn Vreizh e framm ar Stad C’hall, – ha pa ve da c’hortoz, war e veno, – a vratell mennad an Emsav-dieubiñ a zo ober eus pobl Vreizh ur bobl dishual e-touez pobloù ar bed. (Emsav, niv. 17, 1968, p. 147)
        Pal ar gevreadelouriezh klok zo enta sevel pep kenel en he stadegezh ha, diwar-henn, en he dellezegezh klok, hervez pennvonioù an emren (gant ar ster prederouriel ha neket rannvroüs), ar perzhiadekaat (ger a c’hiz nevez a vo bratellet moarvat gant De Gaulle ma ned eo ket endeo), an amsaviñ, ha dreistelezh ar gwir (Mouskhely). (Emsav, niv. 22, 1968, p. 296)
        Hennezh zo pimpatrom ar vrientinion frankizour, o harpañ an Dispac’h keit ma chomas gallus an treuzvarc’had, ouzh e vratellat goude. (Emsav, niv. 104, 1975)
        Dont da riezidi c’hall oa evito kement ha bratellat o relijion. (Emsav, niv. 107, 1975)
        E 1956 da-geñver an dilennadegoù dezvel o doa ar gomunourion hag ar gleizidi all savet un talbenn enep brezel Aljeria. Hogen bratellet eo bet an talbenn gant Guy Mollet hag ar sokialourion o deus adlusket ar brezel hag ar moustrerezh en Aljeria pa’z int deuet d’ar galloud. (Emsav, niv. 113, 1976)
        Ar radikaled a gil er c’hêrioù ma kollont mui-ouzh-mui a vouezhioù micherour e gounid ar sokialourion, nemet e tiazezont war ar maez, ma hañvalont bremañ difenn al likelezh ha dizalc’hiezh ar gouerion e-keñver an Iliz hag ar c’houvriaded kalz gwelloc’h eget an habaskterourion tamallet a « vratellañ » ar Republik dre gevrediñ gant an tu dehou. (Emsav, niv. 120, 1976)
        E Paris e c’hell ar Poellgor-kreiz dispac’hel blankiour kontañ war harp ar braz eus an ezKumunourion. Ha dre berzh o broadelouriezh e hil ar Gumun e varn garv ar vlankiourion ar renad, a hañval dezho dilezel an Digoll ha bratellat ar vro. (An Nestour, 1978)
    2. (Anv a zo eus al liammoù a briadelezh.) Lakaat da vezañ dogan. Heñvelster : doganiñ.
      • Lakaat ar pried an-unan da vezañ dogan en ur gaout darempredoù rev gant unan bennak all.
        […] Sellit 'ta :
        Gwazed a vez bratellet gant o gwrages,
        Ha mar dint fur, e serront o daoulagad.
        (Euripides ha Hemon, 1960-a:167)
      • Lakaat unan bennak da vezañ dogan en ur gaout darempredoù rev gant e bried.
        […] Ha ma nac'hit krediñ,
        Diskouezit din pe vad am bije klasket
        Ouzh ho pratellat ? Ne oa ket ho kwreg
        Kaeroc'h eget un all.
        (Euripides ha Hemon, 1960-b:222)
        Gant un doueez ez eo bet bratellet. (Euripides ha Hemon, 1960-b:235)

Deveradoù : bratelladur, brateller, bratellerezh.

Gerdarzh

Diwar bratellat (Lagadeuc, 1499), reizhet e bratella gant Kervarker (ar Gonideg ha Kervarker, 1850). Marteze ez eo savet ar ger bratellañ war ar bennrann -brat-, staget outi al lostger verb -ellañ. Gallout a rafe ar bennrann-se bezañ un adstumm eus -barat- hag a gaver e barat, baratañ ha barater (Favereau, 1992:pg. baratañ). Ar ster « II. 1. » a hañval bezañ amprestet digant ar yezhoù keltek all.

Evezhiadenn

Meneget eo ar ger bratellat er C'hatolikon. Er stumm eus ar C'hatolikon embannet gant Reun-Frañsez ar Menn e kaver er pennger-se : « g. brateller, l. taratantizare. Item cest tromper, brateller. » (ar Menn, 1867)

Evit ar ster kentañ meneget er C'hatolikon, s. o. bratellat.

Ned eo ket anat kompren an eil ster, rak forc'hellek eo ar galleg tromper. Siwazh ne c'haller ket bezañ sikouret gant al latin aze, rak ned eus troidigezh latin ebet evit ar ster-se.

Evit Reun-Frañsez ar Menn e talvez ar galleg tromper « c'hwezhañ e-barzh ur c'horn » (ar Menn, 1867:X). Ar ster-se eus ar ger a vefe da ledanaat un tamm, « seniñ gant ur c'horn pe un drompilh » (Godefroy, 1895), hag a zo ur ster eus ar ger taratantizare ivez (Du Cange, 1887). Soñjal a c'haller neuze ned eus ket bet lakaet troidigezh latin ebet evit chom hep adskrivañ ar ger latin a oa bet meneget dija. Hag e-kichen tromper e vefe brateller un adstumm eus bateller hag a dalvez « seniñ (ar c'hleier) » (Godefroy, 1881) neuze.

E kentañ embannadur ar C'hatolikon ez eo bateller, ha neket brateller, a gaver en eil gwezh koulskoude (Lagadeuc, 1499). Evit Reun-Frañsez ar Menn e tlee bezañ ur fazi, rak reizhet eo bet gantañ. Hogen, ma oa ur fazi, marteze e vije an r da dennañ en droidigezh kentañ kentoc'h (s. o. bratellat1). Ha ma ne oa fazi ebet e c'hallfe bezañ ur ger all da vat. N’eo ket peursur ne vefe ket bet distaolet ster all ar ger tromper re vuan gant Reun-Frañsez ar Menn neuze.

Ar ger bateller a c'hallfe bezañ ur stumm all eus bateler, basteler, hag a dalvez « furlukinat, ober troioù furlukin, da lavaret eo troioù ampartiz ha sigotadennoù » (Godefroy, 1881). Deveret eo ar ger diwezhañ-mañ eus an henc'halleg baastel, bastel (Imbs, 1975), anavezet ivez dindan ar stummoù baietel, batel, hag a dalvez « benveg sigoter » pe « sigoterezh » (Godefroy, 1881).

Hervez ar vartezeadenn-mañ e c'hallfe dont eil ster ar ger bratellat eus levezon ar brezhoneg bateller pe ar ger gallek a zeu hemañ diwezhañ diwarnañ, basteler, bateler. Hervez doare e c'hallfe bezañ kentoc'h ur ger disheñvel, deveret eus ar bennrann -barat- war-bouez al lostger -ellat. Er pennanv barat, « flod » pe « floderezh », hag er verb barataff, « flodañ » (ar Menn, 1867), diwar an henc'halleg barat pe barater (Deshayes, 2003), hag a dalvez « tromperie, ruse, fourberie » ha « tromper, frauder » (Godefroy, 1881 ; Deshayes, 2003), e kaver ar bennrann-se. Evit Frañsez Favereau ned eo bratellat nemet un adstumm eus baratañ zoken (Favereau, 1992:pg. baratañ).

Ned eo ket aes eo gouzout hag-eñ e oa ar wirionez gant Reun-Frañsez ar Menn pe gant Kervarker hag en doa roet ar ster « touellañ » d’ar ger er stumm eus geriadur ar Gonideg kresket gantañ (ar Gonideg ha Kervarker, 1850). Hogen pelloc'h eo bet Kervarker, rak roet en deus ar stumm bratellañ, ennañ an dibenn-ger -añ e-lec'h -at, d’ar ger hag ouzhpennet en deus ar ster « trubardiñ » dezhañ ivez.

Evit gouzout eus pelec'h e teu ar ster « trubardiñ » ez eo dav sellet ouzh ar yezhoù kar. Tostaet eo bet bratellat ouzh ar c'hembraeg hag an iwerzhoneg (Favereau, 1992:pg. baratañ), ha kavout a reer ar ster « trubardiñ » er wrizienn -brat- dindan ar stumm bras, « tricherie, trahison, perfidie, embûche », e kerneveureg ha brath, « trahir, tromper », en iwerzhoneg (Deshayes, 2003:pg. barat, baratañ). Hogen an t eus -bratell- a zisouez e tle bratellat dont eus ur yezh romanek, rak emdroet e vije e zh a-hend-all. Moarvat ez eo « trubardiñ » ur ster bet degaset gant Kervarker diwar an termenoù a c'hallfe kaout an hevelep orin er yezhoù keltek all.

Troidigezhioù

Er geriadurioù :

  • bratellat, « tromper, bateller » (Lagadeuc, 1499),
  • bratella, « trahir, tromper » (ar Gonideg ha Kervarker, 1850),
  • bratellat, « tromper » (Ernod, 1927 ; ar Glev, 1994),
  • bratella, « tromper » (Berthou, 1938:91),
  • bratellat, « duper », « trahir », « tromper » r. gt. « prop. [da lavaret eo : proprement] trahir » (Vallée, 1931),
  • bratellat, « trahir, tromper, duper » (Hemon, 1980),
  • bratellad, « tromper, trahir » (Helias, 1986:pg. bratellad, tromper ; ar Merser, 2009:pg. bratellad, tromper),
  • bratellat, « faire de la baraterie » (Favereau, 1992:pg. baratañ),
  • bratellad, « trahir, tromper, duper » (Deshayes, 2003),
  • bratellat, « duper » (Menard, 2012).

Skwer ar ster « I. » a ziskouez e c'haller treiñ bratellat gant ar galleg « abuser » a-wezhioù : evit lavaret « ar yoc'hoù bratellet » e reer gant an droienn « les masses abusées » e galleg.

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Frañsez Favereau, Francis Favereau ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Yann-Frañsez ar Gonideg, Jean François Marie Maurice Agathe Le Gonidec ; Kervarker, Théodore Hersart de La Villemarqué ; Vladimir Ilitch Lenin Vladimir Ilʹič Lenin ; Reun-Frañsez ar Menn, René-François Le Men ; Roger an Nestour, Roger Le Nestour ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Kelaouenn

Emsav

  • niv. 17, Mae 1968, « Daoust ha lec’h zo c’hoazh e Breizh d’un "emsav sevenadurel" ampolitikel ? », p. 146-147.
  • niv. 22, Here 1968, « Lizheroù », p. 295-298.
  • niv. 39, Meurzh 1970, « Ar varksourion hag ar vroad. III. – V. I. Lenin », p. 71-95.
  • niv. 94, Here 1974, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all. (Eil testenn, PKB-1321) An emsav aljerian. I. – Istor Aljeria eus 1830 da 1851. », p. 349-369.
  • niv. 104, Eost 1975, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all. (Seizhvet testenn, PKB-1411) An emsav aljerian. VI. – Arbennoù aloubidigezh Aljeria (1830-1848) », p. 278-285.
  • niv. 107, Du 1975, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all. (Eizhvet testenn, PKB-1423) An emsav aljerian. VII. – Aljeria eus 1870 da 1900 (1) », p. 389-402.
  • niv. 113, Mae 1976, « Breud aozet e Brest d’an 27 ebrel 1976 gant ar Strollad komunour war an divoud : « Stourmoù ar studierion : pe zisoc’h ? » », p. 188-193.
  • niv. 120, Kerzu 1976, « Kendael a-zivout emsavioù ar broioù all. (C’hwezekvet testenn, PKB-1521) An emsav aljerian. XV. – Aljeria eus 1870 da 1900 (6) : an tevezvodoù araokadour (dibenn) », p. 445-453.

Oberennoù ha pennadoù

  • Ar Merser, Andreo : 2009. Ar Geriadur – Dictionnaire breton-français, français-breton. Brest : Emgleo Breiz.
  • Berthou, Erwan : 1938. « Dictionnaire de rimes disposé par ordre de désinences des mots et par ordre de richesses des rimes et suivi d'un traité de versification. Geriadur klotennou renket diouz dibennou ar gériou ha diouz pinvidigez ar rimellou hag ouz e heul eur gentel werzoniez. » An Oaled, niv. 63, 1 trimiziad 1938, p. 81-92.
  • Deshayes, Albert : 2003. Dictionnaire étymologique du breton. Douarnenez : Chasse-Marée.
  • Du Cange, Charles Du Fresne ; hag aozerion all : 1887. Glossarium mediæ et infimæ latinitatis conditum a Carolo Du Fresne domino Du Cange auctum a monachis ordinis sancti Benedicti cum supplementis integris D. P. Carpenterii Adelungii, aliorum, suisque digessit G. A. L. Henschel sequuntur Glossarium gallicum, tabulæ, indices auctorum et rerum, dissertationes Editio nova aucta pluribus verbis aliorum scriptorum – Tomus octavus T-Z. Niort : L. Favre. Diwar Du Cange, Charles Du Fresne : 1678. Glossarium ad scriptores mediæ et inifinimæ latinitatis. Lutetiae Parisiorum : typis G. Martini, prostat apud L. Billaine.
  • Ernault, Émile : 1927. Gériadurig brezonek-gallek – Vocabulaire breton-français. Sant-Brieg : Prud’homme.
  • Euripides ; Hemon Roparz (troer) : 1960-a. « Hipolitos » Al Liamm, niv. 80, Mae-Mezheven 1960, p. 151-179.
  • Euripides ; Hemon Roparz (troer) : 1960-b. « Hipolitos (kendalc'h) » Al Liamm, niv. 81, Gouere-Eost 1960, p. 215-239.
  • Favereau, Francis : 1992. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ brezhoneg-galleg galleg / brezhoneg – Dictionnaire du breton contemporain bilingue. Montroulez : Skol Vreizh.
  • Godefroy, Frédéric : 1881. Dictionnaire de l’ancienne langue française et de tous ses dialectes du IXe au XVe siècle composé d’après le dépouillement de tous les plus importants documents manuscrits ou imprimés qui se trouvent dans les grandes bibliothèques de la France et de l’Europe et dans les principales archives départementales, municipales, hospitalières ou privées – Tome premier : A – Castagneux. Pariz : F. Vieweg.
  • Godefroy, Frédéric : 1895. Dictionnaire de l’ancienne langue française et de tous ses dialectes du IXe au XVe siècle composé d’après le dépouillement de tous les plus importants documents manuscrits ou imprimés qui se trouvent dans les grandes bibliothèques de la France et de l’Europe et dans les principales archives départementales, municipales, hospitalières ou privées – Tome huitième. Première partie : Traire – Zygaine et erratum général. Complément : A – Carrefour. Pariz : Émile Bouillon.
  • Helias, Pêr-Jakez (rener) : 1986. Dictionnaire breton : breton-français, français-breton. Pariz : Garnier.
  • Hemon, Roparz : 1980. Geriadur Istorel ar Brezhoneg – Dictionnaire historique du breton. Rann 5, Bezoud - Briaat. Eil embannadur. Preder.
  • Heusaff, Alan : 1967. « Douaroniezh Iwerzhon ». Al Liamm, niv. 120, Genver-C'hwevrer 1967, p. 111-123.
  • Imbs, Paul (rener) : 1975. Trésor de la langue française – Dictionnaire de la langue du 19e et du 20e siècle élaboré par le Centre national de la recherche scientifique. 4, Badinage-cage. Pariz : Éditions du Centre national de la recherche scientifique.
  • Lagadeuc, Jehan : 1499. Catholicon. Landreger : Jehan Calvez.
  • Le Gléau, René : 1994. Dictionnaire classique français breton. Tome X. Situation - Zygoma. Brest : Al Liamm.
  • Le Gonidec, Jean François Marie Maurice Agathe ; La Villemarqué, Théodore Hersart : 1850. Dictionnaire breton-français de Le Gonidec, précédé de sa grammaire bretonne, et enrichi d’un avant-propos, d’additions et des mots gallois et gaëls correspondants au breton , par Th. Hersart de la Villemarqué. Sant-Brieg : L. Prud’homme.
  • Le Men, René-François : 1867. Le Catholicon de Iehan Lagadeuc – Dictionnaire français, breton et latin, publié par R. F. Le Men d’après l’édition de Me Auffret de Quoetqueueran imprimée à Tréguier chez Iehan Caluez en MCCCCXCIX. An Oriant : E. Corfmat.
  • Le Nestour, Roger : 1977. « Levrioù ». Emsav, niv. 123, p. 43-…
  • Le Nestour, Roger : 1978. « Amveziadoù ar voulañjouriezh ». Emsav, niv. 126, p. 30-53.
  • Lenin, Vladimir Ilʹič : 1914. Pout Pravdy, niv. 62, Ebrel 1914.
  • Menard, Martial : 2012. Dictionnaire français-breton. Kemper : Palantines.
  • Quemada, Bernard (rener) : 1994 : Trésor de la langue française – Dictionnaire de la langue du 19e et du 20e siècle élaboré par le Centre national de la recherche scientifique. 16, Teint-zzz. Pariz : Gallimard.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]